Gwerz an hini melkonius

Publié le par Le Vilain Johannais

IMG_2430.jpg

Pa 'vezen o sellout ouzh ar mor,
A-wechoù em eus c'hoant da redek
Etrezek e zivrec'h 'zo digor,
'Vit beuziñ va glac'har pemdeziek.

Pa 'vezen 'krec'h un tornaod uhel,
A-wechoù em eus c'hoant da lammat,
Evit drailhañ ouzh dremm ar rec'hell
Poan em c'halon a zo o tevaat.

Pa 'vezen dindan ur wezenn fin,
A-wechoù 'm eus c'hoant d'en em grougañ
Dre ma 'r dic'hoanag a sko ganin
E-giz-se e c'hellfe e vougañ.

Gant ar velkoni emaon dalc'het,
Met ar marv 'enoefe ac'hanon ;
Gwell eo ganin ar vuhez kalet
Rak levenez a ziwan ennon.



NB : La traduction de ce poème est disponible ici.

Publié dans Poésie

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article